Troiou lavar all

Eur betrabezenn daou doull enni a ree an daoulagad.
Ni a veze kabal warnom.
Or plijadur, diouz an noz, a veze o konta gwenneien or podig-espern, dezañ furm eur pemoh bihan teo, e porselen, gand eur faout en e gein
Aliez, nag a riboul er hlas gand ar re o-deveze ezomm da vond en toull distro…eun toull flêriuz! hag eun toull du ouzpenn!..
Ni’ zave ahano gand beb a govad yod hag eun tamm braz a vara (bara zegal pe segal-winiz), eun tamm kig-moh druz warnañ, med nebeutoh a zruz eged a vevin, hag ez eem er-mêz da zebri or skolpadennad bara kig en eur haloupad war al leur pe war hent ar skol. Peadra da harpa ouz an naon beteg merenn a veze atao etre teir eur ha peder eur rag lein a veze debret etre unneg eur ha kreizteiz. Ano ebed neuze, a drugarez Doué, da jench eur. Atao e veze ganeom eur an heol.
Pep tiegez ive e-noa e vod da voulla e dammou amann. Va mamm he-doa eul loa veuz, garanet war he lost trezadennou brao, ha gand al loa-ze e voulle a bep seurt desinou kaer war he zammou amann melen, setu ma vezent brao-kenañ da weled, ha ma sachent sellou aviüz ar bourhizezed.
Eur hleuziad mad a lann a veze peurveuia en-dro dezañ, uhel a-walh evid mired ouz ar hezeg da dehed. A-wechou, kouskoude, e ranked uhala lod anezo, ar re a veze re skañv o divesker hag a glaske lammad dresit ar hleuziou.
Ar hezeg a veze bouchou bihan warno, a veze lezet o bouchou da vond d’o heul.
Goullonderet e veze dezañ e ziabarz. Dre ma vezent distaget, ar houraillou a goueze er baill a oa dindan: ar skevent, ar galon, an avu, ar bouzellou…. Ar re-mañ a veze lakeet a-goztez en eur zaill. Ar merhed a yelo ganto da gichenn eur houeriad dour, d’ar foenneier, evid o gwalhi mad diouz ar haoh moh a zo enno.
Eur mintinvez, d’an 11 a viz-Du, eh erruas du-mañ Saig Kadiou, an devezour abréd diouz ar mintin, eur helou laouen braz gantañ.
An hini a veze gantañ ar “ vioh “ da fin an devez a baee evid toud ar re all.
War ar porz-skol e veze ganeom c’hoariou a-beb seurt.
Va mamm a oa mestrez, rouanez an ti. An arhant a oa etre he daouarn ha dispign ebéd ne helle beza greet hep heh asant. Ar zaout, an amann, ar yér a oa he zra
Pa veze mare ar piketa ognon e veze klasket skoadrenn Bél Moaligou, peder pe bemp maouez enni.
Goude e teue tro ar plahed yaouank. Amañ avad e save gwilh ha kri! ar baotred yaouank a rede war o lerh. Poan a veze ganto! med kaer o-deveze en em zifreta, e teued a-benn anezo, hag e vezent hejet ive nao gwech a-zioh ar glaou en eur gana:
“ Tan-a-nao!“ Tan-a-nao! “.Da ziwall e veze avad da rosta dezo o lostennou.
Ha setu deuet an devez braz: devez an dornadeg! gand mekanikou dre gezeg eo e veze dornet neuze. Mekanik Yon Gorr eo a veze ganeom.
Pa zavint diouz taol, meur a hini a vo rond o botou.
Beziou an eskibien en-dro d’ar chantele; ar gwerennou a-liou ken brao, dreist-oll ar werenn vraz (gw/w), dezi furm eur mell rod, eun dudi selled outi; hag ive en eul leh kuzet, eun toullad pennou – maro e kasedou bihan koad.
War blasenn (p/b) an iliz-veur e veze kavet staliou e-leiz, enno an oll varhadoureziou a vez ezomm anezo en eun tiégéz war-ar-méz: lien, mezer, gloan, bouteier, bonedou, kasketennou, tokou, rubanou, gourizou, koefou, rochedou, hivizou, kreziou…hag an oll ostillou a heller (g/h) kavoud ezomm anezo en atanchou.
Yon Gor ar mekaniker eo a oa ive on toer. Dond a rea gand e oustillou e-unan. O! nebeud a dra: eur vaz-toenn (b/v), dezi eur penn forh da ‘fourra kolo ‘fresk en doenn goz (k/g); eur grib vraz (k/g) dezi bizied forh pleget evel dent eur rastell, eur maill koad da blada (p/b) ha da starda mad an taouarh war al livein-gein, hag eur ‘ falz vihan (b/v) skañv ha lemmed mad da zibenna (d/z) ar holo goude ma vezent bet plantet en doenn ha kribet brao.
N’ouzon ket a-vad, ha gounid a reent kalz a arhant gand ar vicher-ze? Med, n’eus forz pegen nebeud, kement-se atao a veze evid rontaad pe diblada ar yalh hag a veze treudig he hov peurveuia.

Ar verb Kregi

Kenta m’am-eus kroget en eur falh eo da droha yaot.
Laka tro er moteur ha me a grogo er stur.

Ar rannig-verb O

Va hatekiz n’oa ket ouzpenn din. Her homprenn a reen mad, ha n’am-boa poan ebéd ouz e zeski.
Nag a lavig el leur, enni marteze ouspenn daou ugent dén. C’hwezeg loan a veze réd ive, rag beb eur e veze chenchet kezeg: bep rouladenn, evel ma veze lavaret..D’ar huz – heol e veze klevet an dornérez o lonka he genaoujou diweza.
Laouen e vezen, d’ar beilladegou, o lenn istoriou ha divinadennou “ Feiz ha Breiz “
An oll Vretoned a dridas gand levenez o kleved eur helou ken laouen.
Plijadur o-deus ar re-mañ o weled or gwiskamanchou kaer, o selled ouz on dañsou breizeg, hag o kleved or hanaouennou brezoneg
Skoet e vez unan, e gwirionez, pa bign (p/b) gand hent-praz Douarnenez da Gastellin, o kavoud war e hent eun iliz hag a hellfe (g/h) beza eun iliz-veur.
Evel an douristed, me ive a blij (p/b) din tremen dre Lokronan n’eus forz e peseurt amzer euz ar bloaz. He mein benéréz a blij din kenañ, ha zokén ar puñs koz a zo e-kreiz ar blasenn. (p/b)
Ar puñs koz!….Siwaz! Ne glever mui (k/g) gwigour ar jadenn (‘ch/j) o sevel hag o tiskenn (d/t) ar zaill nag ar merhed gwisket kran o ragachad en-dro dezi, o hortoz (g/h) o zro (t/z) da gaoud (k/g) dour.
Ya, ma tigouez (d/t) ganit tremen war blasenn Lokronan, d’an deiz kenta a viz mae (m/v) e chomi souezet o kavoud warni eur mell gwezenn, glaz-kaol he deliou, ha n’edo ket eno en derhent.
C’hwi hag a zo bet o chom pemp ploaz e Treboul a dle beza gwelet kalz a jeñchament o tond e Douarnenez hag e Treboul!
Cheñchament? Ya sur! Porz-mor Douarnenez o kreski hag hini Treboul o vihannaad hag o tond da veza hepkén eur porz evid bagou pourmenn pa deu an hañv.

Hag all

Eur vuhez a bedenn a zo ganto. Méd réd eo beva. Setu ma reont a béb seurt labouriou: labourad an douar, sevel chatal-korn, ober yod-frouez ha me oar me.

Nag a dud! nag a dud dre oll! ar ‘feunten zantel, e traon ar bourk, a veze kalz a lavig war he zro. Pep hini a glaske kaoud eul lonkadig dour. Staliou ive diouz an druill, traou devod, braoigou, c’hoariellou, boued ha me-oar-me! kanerien gwerz brezoneg war folennou distag a veze klevet ive…Peorien, tud vahagnet a bep tu da zor-dal an iliz, o houlenn an aluzenn.
Gouzoud a ouie dresa n’eus forz petra gand ma vije dalhet an tammou: skudilli, bolennou, plajou, podou pri euz a bep seurt ha zokén podou-potin ha me oar-me.
Batimañchou Brest a zigase (d/z) a bep seurt marhadourez. Ahano e vezent kaset dre girri (k/g) d’an oll barreziou (p/b) tro-war-dro: ispisiri, trêz, koad…ha traou all.

Ar renadenn adveneget

Ar vro a-bez a oa bet lakeet warni an tan.

Na lennit ket hepken, komzit !