A-zivoud an dibersonnel

N’ouzer két beva an-unan kén heb den en-dro deor. (PJ. Heliaz)
An trivialidou nevez-se eo a zalher kuz, war-bouez ar zellou a ziskleir heb gouzoud deor. (K. Brisson – Ar reder-mor)
Ne zeuer két da skuiza o weled dindannor ar mor hag an inizi.
Ne heller kas gaenor er hirri-nij nemed tri-ugent lur a bouez, hag a zo buan tapet.
(V. Favé)

2) Gand “an-unan”: Ober gand ar horv an-unan: Faire avec ses propres moyens..

3) Gand an doare gwregel: Beh dezi! stagom ganti..hag ar re all a zo anavezet gand an oll.
Setu-amañ eun nebeud skoueriou-all:
Pep hini a zach warni gwell pe well: Chacun se sert de son mieux (à table)
Mad eo eva med arabad mon re alïez dezi.

2) Goulenn da.
Setu-amañ eur fazi a gaver alïez roud anezañ e skridou an deraouidi. Troet eo war-eeün diwar ar galleg: “Demander à”
Setu-amañ eur skouer a ziskouezo an doare d’ober gand “Goulenn da”:
An Aotrou’ n Eskob a zo goulenn dezañ el leh all: On a besoin de l’êvêque ailleurs;

3) Staga.

Gwelet on-eus e veze implijet ar verbou-ze én eun doare fallig a-walh. Setu-amañ eun doare all da ober ganto gand reolenn ar renadenn adveneget:
Ar merhed-ze a oa staget ouz o diouskouarn braouigou lugernuz. On avait suspendu de jolis bijoux aux oreilles de ces filles.
Med: Staget eo ar harr-nij da ziskenn. “Stagit o lurennou” eme plah an avion. L’avion a commencé sa descente. ”Attachez vos ceintures” ordonna l’hôtesse de l’air.

An aotenn a rinkl med ne grog ket: Le rasoir “glisse” mais ne coupe pas.

4) Verbou a zeblantfe lakaad an trou an traou difiñv da haloupad.

Bez e heller ober ganto méd e vo réd deom nompaz ober gan ar stumm ober.

Da skouer: Ar yenojenn a ya war he fenn. ( Eur fazi a vefe greet gand: Ar wenojenn a zo o vond war he fenn)
Mond a ree an hent-se azaleg Menez-Hom, tro beteg Kemper: Cette route allait d’un seul trait jusqu’à Quimper.
A-wechou e kaver, er memez frazenn taou difiñv ha traou a hell fiñval:
Iliz Intron-Varia Roskudon a zav bég he zour d’an neñv, evel eur bedenn o toulla an oabl.
Anad eo ne hell két an tour beza “o sevel” med posub eo d’ar bedenn beza o toulla an oabl…
Pourmenadennou dudiuz a heller ober dre ar gwenojennou kamm-digamm a zeu hag a ya a-gleiz hag a-zehou, a zao beteg ar parkeier hag a ziskenn beteg an dour da weled ar bagou o vond hag o tond euz Kemper.
Anad eo ne heller két ober gand ar stumm ober (o tond, o vond, o sevel) evid ar pez a zell ouz ar gwenojennou. Anad eo ive e heller ober ganti evid ar pez a zell ouz ar bagou a zo o ruza war dour ar ster…
War ziribin krenn ez a ar menez da zouba e dreid èr mor..
Setu an arhant o ruill hag ar prizou oh ober lammou braz.

Skoueriou all:
Sevel a reas ar vro da binvidig ha e savas sach dizach diwar he fenn etre ar Frañsizien hag ar Zaozon.
Eno e ra e ziskenn pa zeu e kêr.
Kas ar vontr eun eur war-raog: Se mettre à l’heure d’été.

5) DRE hag En eur : Setu-amañ skoueriou nevez:

Yann a ree skorn kaled dre lakaad dour er yenéréz (Résultative directe)
Ar glao-ze a skorne en eur steki ouz al leur riellet. (Résultative indirecte)

A-dreuz:

“A-dreuz” a dalvez kement ha ”de travers” e galleg. Koulskoude e kaver meur a implij disheñvel dezañ:
J’ai avalé de travers: Eet eo am tamm en toull kontroll.
J’ai fait un pas de travers: Treuzet am-eus war va boutou – Va zroad a zo faziet ganin.
Je n’ai pas le droit à l’erreur: Arabad din treuzi war va boutou.

6) Ar gêr Marhad:

Aliez e klever:
“marhad matoh”. Gwelloh e vije deom lavared: “GWELLOH MARHAD”
“dreist ar marhad“ “par-dessus le marché” (????)
Setu-amañ eur skouerenn a-zoare: Gwerzet o-doa o zruillou hag o laou war ar marhad (en prime)

Na lennit ket hepken, komzit !